Kala-Goañv e Lokorn

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Sevenadur
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Deiziad : 31/10/2026
Goût hiroc'h a-zivout Kala-Goañv e Lokorn
Kevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Lokorn a lak emgav deoc’h a-benn ar Sadorn 31 a viz Here 2026 e Lokorn da oueliañ Samhain pe Kala-Goañv, gouel arouez en deiziadur keltiek da ziskouez an tremen eus ar mare hañv sklaerijenn ennañ d’an hini goañv teñval. An deiz kentañ eus ar bloavezh kelt eo ivez. A-benn an digarez-se e vo kinniget un devezhiad diduadennoù evit an holl e kreizig-kreiz ar gêrig a-zoare da lakat ar sevenedur hag ar Brezhoneg war-wel : * 10e mintin : Prezegenn « Les Bretons et la Mort – Rites, croyances et traditions » kaset e galleg gant Bernard Rio / Digoust – Sal Ti Lokorn * Kreisteiz hanter : Pred e brezhoneg er preti Le Prieuré / Da baeañ – Mirout e blas dre ret d’an niverenn 02 98 90 70 43 * 5e g-m : Pourmenadenn kontet divyezhek kaset er straedoù kreiz-kêr Lokorn / Digoust – Emgav dirak Chapel Itron-Varia ar C’heloù Mat * 8e1/2 noz : Beilhadeg zivyezhek – Leurenn zigor – Kistin krazet / Digoust – Ostaleri Ti Jos Chomlec’h post al lec’hioù emgav : * Sal Ti Lokorn : 9 Straed ar Forn 29180 Lokorn * Preti Le Prieuré : 11 Straed ar Prioldi 29180 Lokorn * Chapel Itron-Varia ar C’heloù Mat : 80 A Straed Moal 29180 Lokorn * Ostaleri Ti Jos : Plasenn an Ti-Kêr 29180 Lokorn Evit mont e darempred ganeomp ha mirout e blas : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h