Détails de la rencontre Kala-Goañv e Lokorn
Kevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Lokorn a lak emgav deoc’h a-benn ar Sadorn 31 a viz Here 2026 e Lokorn da oueliañ Samhain pe Kala-Goañv, gouel arouez en deiziadur keltiek da ziskouez an tremen eus ar mare hañv sklaerijenn ennañ d’an hini goañv teñval. An deiz kentañ eus ar bloavezh kelt eo ivez. A-benn an digarez-se e vo kinniget un devezhiad diduadennoù evit an holl e kreizig-kreiz ar gêrig a-zoare da lakat ar sevenedur hag ar Brezhoneg war-wel :
* 10e mintin : Prezegenn « Les Bretons et la Mort – Rites, croyances et traditions » kaset e galleg gant Bernard Rio / Digoust – Sal Ti Lokorn
* Kreisteiz hanter : Pred e brezhoneg er preti Le Prieuré / Da baeañ – Mirout e blas dre ret d’an niverenn 02 98 90 70 43
* 5e g-m : Pourmenadenn kontet divyezhek kaset er straedoù kreiz-kêr Lokorn / Digoust – Emgav dirak Chapel Itron-Varia ar C’heloù Mat
* 8e1/2 noz : Beilhadeg zivyezhek – Leurenn zigor – Kistin krazet / Digoust – Ostaleri Ti Jos
Chomlec’h post al lec’hioù emgav :
* Sal Ti Lokorn : 9 Straed ar Forn 29180 Lokorn
* Preti Le Prieuré : 11 Straed ar Prioldi 29180 Lokorn
* Chapel Itron-Varia ar C’heloù Mat : 80 A Straed Moal 29180 Lokorn
* Ostaleri Ti Jos : Plasenn an Ti-Kêr 29180 Lokorn
Evit mont e darempred ganeomp ha mirout e blas : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
Vous souhaitez participer à cette rencontre ?
Vous devez être connecté pour contacter l'invitant de cette rencontre.
Connexion
Inscription
Votre invitant sur cette rencontre
Se connecter pour consulter ces informations