Roued

Ar gevredigezh

 

Palioù

Pal pennañ ar gevredigezh zo sikour ged ar yezherion implijiñ o yezh àr ar pemdez hag e kement degouezh zo, ha pa vehent micherel pe brevez.

Aweid tizhiñ ar pal-se e c'hello diorren benvegoù yezh diazezed àr deknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TKK) ; kannig stummadurioù àr vicherioù yezh, ar c'hehentiñ hag hentennoù kehentiñ, implij ar benvegoù diorroed geti ha c'hoazh ; kas enklaskoù sokioyezhoniel hag enklaskoù marc'had da benn, doc'h an doberioù.

Heb keveziñ doc'h ar pezh a zo dija ha doc'h ar pezh a vez gwraed ged kevredigezhioù arall e c'hello iwez sevel dafar pedagogel nevezus evid ar yezhoù e kement feson a c'hello boud efedus : embann, steuñvoù kelenn, TKK ha kement zo.

Darempred

David ar Rouz eo prezidant ar gevredigezh.

Ur chomlec'h hebken : ren [e] roued.bzh !

Petra 'ra

Ar ragtres kentañ kased da benn ged ar gevredigezh zo ar sawenn bev.bzh. Kenarganted eo ged ar Redadeg ha diorroed ged an ajañs GroupLive. Deoc'h da vevaad kumuniezh ar vrezhonegerion, bremañ !

Lakaad ur lec'hiad enlinenn n'eo ked trawalc'h, avad, aweid boud sur e pado ar servij. Kendalc'hen a raomb da labourad àr ar ragtres-mañ, neuze, aweid ma vo doc'h doberioù an implijerion, aweid ma vo anezhoñ e yezhoù arall hag e gallaoueg da gentañ-penn, ha betag ma vo an emrenañ posubl a-fed argant.

Mez ragtresoù arall a zo é c'hortoz o zro, sur ! Kelaoued e vehed àr ar bajenn-mañ pa vo raed boulc'hed unan arall. Gelled a rit kas deomb ho soñj iwez.

Servijoù

Roued a gannig servijoù liammed d'an troiñ ha d'ar c'hlaskerezh e-dan an anw koñvers Tro ha Distro. Kit d'ar lec'hiad-se ma faot deoc'h goûd hiroc'h.

Reiñ argant

Entaned oc'h ged ragtresoù ar gevredigezh hag e ta c'hoant deoc'h da zibab da venn eh ay ho tailhoù ? Èl mand eo ledan talvoudegezh ar gevredigezh, da lâred eo ne labour ked aweid e izili hebken (d'intérêt général e galleg), e c'hellehed diskontiñ 66 % ag ho tonezon diàr an tailhoù a zleit d'ar Stad. Kasit ur gerig deomb (ren [e] roued.bzh), ged ar mod ma kasehed an argant hag e vo kased deoc'h an titour rekis. Kentiñ ma ni 'bo resewed an donezon e vo kased deoc'h un testoni aweid melestradur an tailhoù.