Menegoù lezenn

Menegoù lezenn ar savenn web bev.bzh

Donemat àr ar lec'hienn bev.bzh, ur savenn web treset evit brudiñ, beviñ hag ober e brezhoneg.
Merdeiñ àr ar lec'hienn a dalv e asantit a-zifaezh-kaer d'an diferadennoù zo da heul.

Embanner : Roued

  • Sez sosial : 14 rue du Champ Four, La Potri, 22400 Lamballe-Armor
  • Stumm sosial : kevredigezh lezenn 1901
  • Pellgomz : 06 37 15 49 71
  • Darempred : degemer(e)bev.bzh

Herberc'hier : OVH

  • Sez sosial : 140 quai du Sartel, 59100 Roubaix
  • Pellgomz : 08 99 701 761 (1,349 euro TTC an taol-pellgomz ha 0,337 euro TTC/min.)
  • Lec'hienn Internet : www.ovh.com

Saver ar lec'hienn : GROUPLIVE

Monet àr ar lec'hienn

Monet àr ar lec'hienn hag ober geti a c'hell bout graet get un den evitoñ e-unan met n'hell ket en ober evit tud arall. Grataat a rit ne raoc'h ket get ar lec'hienn-mañ na get an danvez zo enni d'ober komers, politikerezh pe bruderezh pe ne vern pesort mod da glask sav, dreist pep tra a-bouez kas posteloù ha n'int ket bet goulennet.

Danvez ar lec'hienn – perc'henniezh intelektuel

Holl ar merkoù, poltredoù, testennoù, avizoù, skeudennoù, skeudennoù bev pe pas, lazadoù video, sonioù, kement arload stlennek a c'hellehe bout implijet da lakaat ar lec'hienn da vonet en-dro, ha dre vras, kement tra diskouezet pe implijet àr ar lec'hienn, a vez miret a-bouez ar lezennoù e talvoud é tenniñ d'ar berc'henniezh intelektuel.

Ar re-se zo e piaou a-grenn d'an embanner pe d'e gevelourion. Eiliñ, skeudenniñ, diskouez, implij pe modiñ, e ne vern pesort mod e vehe graet, holl an traoù-se pe lod anezhe, en ur gontiñ an arloadoù stlennek, hag hep asant dre skrid an embanner, zo difennet groñs. Ma ne grog ket an embanner get un doare renkiñ kentizh ma oui penn d'un implij difennet ne dalv ket e asant d'an implij-mañ ha nend eo ket e soñj monet d'ar lez-varn.

Meriñ ar lec'hienn

Evit meriñ mat ar lec'hienn e c'hello an embanner da bep koulz :

  • Paouez, lemel pe strishaat an aksed d'ar lec'hienn pe d'ur lodenn anezhi, miriñ an aksed d'ar lec'hienn pe da lodennoù zo anezhi pe d'ur rummad bizitourion resis ;
  • Lemel kement titour a c'hellehe direizhiñ ar monet en-dro pe monet enep d'ar lezennoù broadel pe etrevroadel pe c'hoazh reolennoù an Netiket ;
  • Lakaat ar lec'hienn da baouez evit lakaat nevezennoù.

Kiriegezhioù

Kiriegezh an embanner n'hell ket bout implijet ma tegouezh un diaezamant, ma chom sac'het ar lec'hienn pe ma n'eus ket a vonet àr ar lec'hienn pe àr lodennoù anezhi.

Ar benveger a rit gete da gevreiñ d'ar lec'hienn zo e dalc'h a-grenn genoc'h. Dle eo deoc'h ober d'ar gwellañ evit miriñ ho tafar hag ho roadennoù, dreist pep tra doc'h an argadoù savet a-bouez virusoù kaset dre Internet. Oc'hpenn tra, c'hwi zo-c'hwi an hini nemetoñ kiriek ag ar lec'hiennoù hag ag ar roadennoù anezhe a sellit.

N'hello ket bout lakaet an embanner kiriek ma veoc'h kaset dirak ar lez-varn :

  • en arbenn ag hoc'h implij ag ar lec'hienn pe a gement servij a zo tu bout dre Internet ;
  • en arbenn deoc'h bout chomet hep doujiñ doc'h an diferadennoù-mañ.

N'hell ket bout lakaet an embanner kiriek ag an droug bet graet deoc'h, da dud arall pe c'hoazh d'ho tafar en arbenn deoc'h bout kevreet pe bout graet get ar lec'hienn. Dilezel a rit enta ar soñj kas an embanner d'ar lez-varn abalamour d'an abegoù-mañ.

A pa zegouezhehe d'an embanner en em gavout get ur prosezerezh dre gaer pe dre ar lez-varn en arbenn ag hoc'h implij ag ar lec'hienn e c'hello-eñ monet davedoc'h da c'houlenn digoll evit kement gaou, sammad, kondaonidigezh ha koust a zeuhe da heul ar prosezerezh-se.

Roiñ a raomp da ouiet d'an implijour, evit sonnaat e surentez hag an aksed d'an holl, e ra ar lec'hienn get poelladoù evit meriñ ar gwazhioù àr ar lec'hienn ha detektiñ an esaeoù kevreiñ hep aotre pe an esaeoù kemmiñ titour, pe ne vern pesort tra hag a c'hellehe ober gaou. An esaeoù kargiñ pe kemmiñ titouroù hep aotre, treset d'ober gaou, ha kement tra a yahe enep da zijaplted ha da anterinded ar lec'hienn-mañ zo difennet-groñs ha kastizet e vint dre ar lezenn.

Liammoù gourskrid

Difennet-groñs eo sevel kement liamm gourskrid àr holl ar lec'hienn pe àr ur lodenn anezhi, nemet hag e vehe bet roet un aotre get an embanner kent, hag eñ bet kaset dre bostel d'ar chomlec'h-mañ : degemer(e)bev.bzh

Tu zo d'an embanner nac'hiñ an aotre-mañ hep rankiñ reiñ an disterañ abeg. Na bout e vehe soñj an embanner reiñ e aotre e chom an aotre-mañ unan da c'hortoz ha gellout a ra bout lamet da bep koulz, kuit d'an embannerion reiñ displegadennoù.

Kement liamm a c'hello bout lamet ken nemet diàr goulenn an embanner.

Holl an titouroù zo tu bout dre liammoù davet lec'hiennoù arall zo er-maez a berzh an embanner, rak-se e nac'h-eñ kement kiriegezh a-fet an dalc'had anezhe.

An dastum roadennoù personel

Tretet e vez ar roadennoù personel en ur zoujiñ doc'h ar reolennadur, ha dreist pep tra doc'h Reolennadur Europa 2016/679. Divizet e vez ar mod d'ober en hor Politekerezh gwareziñ ar roadennoù personel zo tu lenn amañ.

Toupinoù

Gellout a ra ar lec'hienn dastum ez automatek toupinoù é tenniñ d'ho merdeiñ. Holl an titouroù dastumet dre hanterouriezh ne vênt implijet ken nemet evit sellet ment, stumm ha kefluniadur an tremenerezh àr ar lec'hienn-mañ, evit kreskaat an tremenerezh hag er c'hempenn, hag evit palioù melestriñ ha steuviñ.

Evit gouet hiroc'h e c'hellit sellet lec'hienn ar Commission nationale informatique et libertés : http://www.cnil.fr/vos-droits/vos-traces/

Poltredoù, videoioù ha diskouez ar produioù

Poltredoù ha videoioù ar produioù, lakaet da heul an deskrivadur anezhe, n'int ket dre gevrat hag an embanner n'en em gav ket e karg anezhe.

Lezenn é talvout ha barregezh lez-varn

Renet e vez divizoù implij ar lec'hienn-mañ get lezenn bro-Frañs hag emaint edan perzh lezioù-barn SANT-BRIEG, nemet hag e vehe bet fiziet ur barregezh bennak get un destenn lezenn pe get ur reolennadur a-fet.