staj «Kan ba'n dañs»

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Sonerezh
Ti ar vro Kouviour : Ti ar vro
Goût hiroc'h a-zivout staj «Kan ba'n dañs»
Staj «Kan ba'n dañs» gouestlet da zañsoù Gwalarn Breizh ha kaset e brezhoneg gant Loïc de Châteaubriant. Ouzhpenn 7e30 pleustriñ ! Evit ur 15 den d'ar muiañ. Peadra da zeskiñ mat pozioù ha pazioù an dañsoù, koulz ha lusk ha doare ar c'han. Disadorn 30 a viz Meurzh a 9e30 da 7e30 noz, Magorou, Sant-Turian (bro Kemperle). 30€.  Enskrivañ: 06 74 78 74 68, buhez.tavbk@gmail.com, https://www.tiarvro-brokemperle.bzh/ Un hir a skiant-prenet en deus Loïc de Châteaubriant war ar c’han da zañsal ha war ar c’han ba’n dañs pergen. Kalz en deus graet evit treuskas an anaoudegezh-se e Bro Gwenrann e-lec’h emañ o chom, koulz hag e stajoù KEAV e Kastellin m’eo bet oberiant a gozh. Doare dañsoù Gwalarn ar vro eo a zo e zachenn : hini bro Leon hag ar Menez Arre, a vez treuzkaset nebeutoc’hik moarvat eget doareoù kreiz ar vro pe re Bro Gwened, hogen a ya da glotaat ar glad bev-se. Gavotenn Brasparzh, piler lann, round, ha c’hoazh Landeda a vo neuze war ar roll. Kalz en deus graet Loig evit treuzkas ar yezh ivez, ha strivet da gelenn an distagañ hag ar pouezmouezhiañ kement a bouez dezho en hor yezh hag en dañs ivez. Setu perak e sikouro kazi sur ar staj kan ba’n dañs-mañ d’an danvez kanerien da gompren donoc’h mont en-dro ar yezh. Klaoustre.
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h