Divizoù hollek implij

1- Dalc'h

Deskriv a ra divizoù hollek implij ar servijoù ar pezh a vez kavet àr holl ar lec'hienn Internet « bev.bzh », bet embannet get ar gevredigezh Roued, kement servij brudiñ d'an holl zo stag doc'hti, an arload bet savet get bev.bzh evit lakaat ar servij-se da vonet en-dro dre ne vern pesort benveg, hag ivez, gwirioù ha redioù an implijerion. Holl kement-se a vo anvet « ar servij ».

Kement perzh nevez é wellaat pe é klokaat ur servij pe meur a unan, ha kement servij nevez bet kaset get bev.bzh, a vo sujet d'ar memes divizoù, nemet hag e vehe diferet ar c'hontrol.

Gellout a ra an divizoù hollek-mañ bout klokaet get divizoù a-fet.

Resisaet e vênt a pa vez prezantet ar servij pe an arc'hwel.

Ar furmskrid enskriviñ diskouezet enlinenn zo ur lodenn ag an divizoù-mañ.

2- Implij

Graet e vez « implijour » a gement hinienn pe tudelezh a ya àr ar servij bev.bzh pe er gwel, dre gement feson a c'hell bout, pe a ra get an doare enskriviñ pe/hag a ra get ar servijoù kinniget dre bev.bzh get Roued.

Ar stad implijour a venn lâret e tle pep implijour asantiñ evit mat d'an holl divizoù hollek implij.

Kement mankamant d'ar reolennoù-se a c'hell bout kaoz ma vo paouezet pe lamet ur gont, pe ar gwir da vonet àrnezhi, ha ma vo nac'het a-benn ha da vat an aksed d'ar servij pe da lod anezhoñ.

Trec'h eo an divizoù-mañ d'an divizoù hollek pe d'ar re a-fet arall ha n'int ket bet aotreet groñs get bev.bzh.

An divizoù zo lakaet da dalvout eo ar re e talvoud d'an deiz ma en em enskriv an implijour.

Derc'hel a ra bev.bzh an tu da gemmiñ he divizoù da bep koulz neoazh, en ur zoujiñ doc'h diferadennoù ar mellad 23.

3- Deskrivadenn

Kinnig a ra bev.bzh d'hec'h implijerion ur savenn servijoù hag a ro an tu dezhe d'eskemm pe d'en em gavout é klask abadennoù a bep sort, re diazezet àr implij ar brezhoneg. Gellout a ra ar brezhoneg bout danvez an abadenn pe ar yezh implijet e-pad an abadenn.

Kinnig a ra bev.bzh da gentañ-holl arc'hwelioù da eskemm ha da lakaat e darempred hag int treset da reiñ lañs d'an darempredoù e-ser abadennoù etre ar gouvierion hag ar re a c'hellehe bout kouviet.

Perzh dibar bev.bzh eo kinnig d'ar re a gas abadennoù ha d'ar re a gemer perzh enne prantadoù soubiñ a-bouez arc'hwelioù, mod re ur rouedad sosial, treset a-fetepañs evit eskemm ha reiñ brud d'an abadennoù-se.

Roet e vez get ar servij an tu ha-razh d'anavout an implijour a-dostoc'h ha da ginnig danvez personelaet.

4- Barregezhioù ha rakrekiz

Digor eo ar servij bev.bzh d'an holl ha graet eo evit an holl.

Kement implijour a c'hoant en em enskriviñ hag ober get ar servijoù a zle bout barrek, doc'h ar lezenn, da gevratiñ ha da ginnig pe d'ober get ar servijoù-se, ha mand eo edan oad e c'hrata ober gete a-bouez aotre e zileuriadoù hervez-lezenn.

Disklêriiñ ur stad pe ober getoñ a rank bout gwir ha tu zo er gwiriiñ. Dle eo d'an implijour a zisklêr ar stad-se bout tre da destoniiñ kement aotre rekis a c'hell bout.

Rak-se emañ dle d'an implijour kas doare da bev.bzh a gement chañchamant d'e stad a c'hell bout ha bev.bzh a zalc'h an tu da sevel ur c'hontrol pe da c'houlenn ma vo roet un testoni emañ gwir e vez implijet da vat he servij get an implijour.

Evit bout sur emañ a-vod hag eeun an eskemmoù graet a-bouez ar servij eh eus bet savet get bev.bzh fesonioù da wiriiñ an enskrivadurioù.

Kement implijour é kinnig un abadenn, ne vern petra a c'hell bout, a zle bout tre da ziskouez en deus ur profil gwir, e vo ag an abadenn-se hag e touj d'ar lezennoù ha d'ar reolennadur e talvoud, evit gwarantiñ n'eo ket un enskrivadur faos bet savet get un den é klask krouiñ ur « profil faos » pe ur « profil a-fet ».

Merket e vez ar redioù, doc'h rekis, a-vuzul ma en em enskriv un implijour nevez.

5- Rakrekizoù teknik

Evit monet àr ar servij e ranker bout an tu da vonet àr Internet (ar frejoù a-fet a c'hell bout zo àr an implijour).

Rekis eo kaout kement benveg a-fet evit gellout kevreiñ d'ar rouedad Internet ha pellgargiñ dalc'hadoù.

D'ar liesañ e ranker kaout ur c'hevreiñ uhelgas.

Modet eo ar servij evit ar merdeerioù pe ar sistemoù oberiiñ a vez kavet ar muiañ.

N'hell ket bout gwarantet ma en em ray ar servij get ur sort kefluniadur arall.

Ma teu da vout rekis pellgargiñ ur meizant a-fet evit ober get ar servij e c'hrata an implijour chom hep er staliiñ, en eiliñ pe ober getoñ kent bout asantet da zivizoù an aotreegezh a-fet.

6- Doare sevel an engouestloù

An implijour a c'hoant ober get unan ag ar servijoù kinniget get bev.bzh a rank leuniiñ ar furmskrid enskriviñ savet a-fet, get ma touj d'an diferadennoù a zo amañ.

A pa sav e gont er rubrikenn « Ma c'hont » e tle an implijour lakaat e anv, e anv bihan, e c'her tremen, e chomlec'h postel ha kement titour a c'hellehe bout rekis evit ober get ar servijoù pe kinnig anezhe.

Derc'hel a ra bev.bzh an tu da lemel un enskrivadur ma vank un titour bennak pe mand eo direizh, ha n'eus ket tu tamall dezhi ma ne vez ket gellet derc'hel d'an enskrivadur-se.

Tu a vo d'an implijour kavout an divizoù hollek implij àr ar lec'hienn Internet.

Aliiñ a ra bev.bzh d'hec'h implijerion gouarniñ pe moulliñ ur gopienn ag o enskrivadur e stumm ur postel evel mand eo meneget uheloc'h.

Evit kement enskrivadur e treuzkas bev.bzh dre bostel d'ar buanañ, d'ar chomlec'h postel bet lakaet get an implijour, un testoni ag an enskrivadur.

Ne vo sellet an engouestl evel kemeret ken nemet a pa vo bet resevet un testoni ag an enskrivadur.

Derc'hel a ra bev.bzh an tu da nulliñ kement enskrivadur graet get un implijour hag a vehe getoñ ur breud é tenniñ da implij ur servij pe d'un enskrivadur kent, pe ma ne vehe ket bet resevet, doc'h ma tegouezh, dielloù testoni, pe ma vehe bet resevet dielloù hag a zo bet lakaet evel direizh.

7- Kont an implijour hag anaout

Grataat a ra kement implijour ag ar servij, evel mand eo goulennet er furmskrid enskriviñ pe, dre vras, pa vez goulennet un titour bennak rekis evit monet en-dro a-zoare ar lec'hienn :

-       reiñ titouroù gwir, reizh, renevezet ha klok evel ma vez goulennet er furmskrid ;

-       derc'hel ha reneveziñ plaen ar roadennoù enskriviñ evit o miriñ gwir, reizh, renevezet ha klok.

A pa vehe roet titouroù faos, direizh, kozh pe diglok he dehe bev.bzh ar gwir da lemel pe da baouez ar gont ha da refuz a-benn hag evit an amzer da zonet an aksed d'he servij Internet pe d'ur lodenn anezhoñ.

A pa vez achu an doare enskriviñ e resev pep implijour un anaouder hag ur ger-tremen dezhoñ e-unan, dibar ha n'eus ket tu o reiñ.

Emañ an implijour, hag eñ nemetken, e karg a brevezded ar gont hag a hini ar ger-tremen, hag a gement tra a c'hell bout graet dre ar gont-se ha/pe get ar ger-tremen.

Grataat a ra an implijour :

-       Kas doare a-benn dre bostel da bev.bzh ma vez kollet pe laeret e c'her-tremen, ma vez implijet hep aotre e gont ha/pe e c'her-tremen pe ma oui penn d'un argadenn doc'h ar surentez bet degouezhet. Bev.bzh a chañcho ar ger-tremen en hec'h-unan. Disklêriiñ ur c'holl pe ur laeroñsi a c'hell bout kaoz ma vo distrujet, krenn-ha-krak, titouroù ha fichennaouegoù enrollet zo, hep na vo tamm gwir da zigoll erbet, ar pezh a oui reizh-mat an implijour.

-       Sellet mat ha digevreet eo en achuamant a gement dalc'h a zo pe pas. N'hello ket bout lakaet bev.bzh kiriek evit kement koll pe noaz a zegouezehe abalamour d'ur mankamant da ziferadennoù ar mellad-mañ.

8- Lakaat da baouez / lemel kont un implijour

Tu zo d'an implijour lakaat e gont da baouez àr ar servij, da bep koulz hag evit kement abeg a c'hell bout, é vonet er rubrikenn « Ma c'hont » hag ec'h ober ar pezh a vez goulennet goudevezh.

Lakaat da baouez a venn lâret n'eus ket tu gwelet an titouroù zo enni ha gellout a ra an implijour distroiñ a pa gar.

Ma c'houlenn an implijour ma vo lamet an titouroù da vat e ranko er goulenn dre lizher é reiñ ur gopienn ag un titl identelezh evit parraat doc'h kement laeroñsi identelezh a c'hell degouezh a pa vez lamet ur gont.

Distruj holl an titouroù enlinenn hag ar re a zo àr ar servijerioù é herberc'hiiñ servij bev.bzh a vo graet e-korf 1 (UR) miz.

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da baouez implij ur gont, pe an enrolliñ anezhi er servij, ma tegouezh abuzerezh pe ur breud, da bep koulz ha hep rakkemenn d'an implijour, hag hep n'he do tamm kiriegezh pe redi erbet en e geñver pe d'unan bennak arall.

Derc'hel a ra bev.bzh ivez ar gwir d'ober get an deknologiezh, get ar lezenn, get ur mod d'ober pe get kement feson zo e dalc'h geti evit bout tre da lakaat da dalvout an divizoù-mañ, dreist pep tra é parraat an aksed d'ar servij bev.bzh.

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da siliñ, da lemel, da refuz, da zegemer, da gas, da ziskouez pe da dreuzkas kement dalc'had a c'hell bout, hep rakkemenn hag hep bout tamm kiriegezh erbet, ha da rakuitiñ kement ezel ha d'er c'has, doc'h ma tegouezh, dirak ar lez-varn ma vez un dra, un titour pe ur feson d'en em zerc'hel enep d'ar lezenn.

9- Anterinded, prevezded ha nann-diskuliadur an dalc'hadoù

  1. Perzh an implijerion

A-bouez-bras eo da bev.bzh doujiñ da surentez, da brevezded ha da vuhez privez hec'h implijerion.

Grataat a ra an implijour ne ray get an titouroù é tenniñ d'ar servijoù ken nemet evit e zoberioù-eñ hag evit ar re zo lakaet da balioù en engouestl-mañ, ha ne savo pe ne lakay ket àr ar marc'had ur lodenn ag ur servij Internet pe unan a-bezh hag a c'hellehe sevel kevezerezh doc'h bev.bzh.

Gouiet a ra pep implijour emañ kement titour, roadenn, testenn, poltred, skeudenn pe tamm danvez (ar pezh a vo anvet a-stroll « dalc'had »), a pa vehe diskouezet d'an holl pe treuzkaset en ur mod prevez, edan kiriegezh piaouer ar gont a zo bet anavet evel an hini en deus krouet pe treuzkaset an dalc'had-se.

Ma pellgarg pe treuzkas titouroù, ha kement dalc'had a c'hell bout, da pe dre bev.bzh, ne vern dre besort feson e c'hell bout dre ar servij, n'eus nemet an implijour, ha gwezh erbet bev.bzh, a zo kiriek.

Splann eo ivez d'an implijour e ranko diforc'h mat ha kemer àr e chouk holl ar riskloù é tenniñ da implij an dalc'had, dreist pep tra a pa laka e fiziañs e dereadegezh, talvoudegezh pe anterinder an dalc'had-se.

Bev.bzh n'he deus ket perzh àr an dalc'had treuzkaset dre ar servij ha, rak-se, n'eo ket evit  gwarantiñ dereadegezh, reizhted pe kalite an dalc'had-se.

Gwezh erbet n'hellehe bout lakaet bev.bzh kiriek d'an dalc'had, d'ur fari pe d'ur mank en dalc'had, da gement koll pe noaz degouezhet get implij un dalc'had bet diskouezet, treuzkaset dre bostel pe dre ne vern pesort feson e c'hell bout graet dre ar servij.

Grataat a ra an implijour ne ra ket get ar servij, e ne vern pesort feson e c'hell bout, get ar soñj :

  • pellgargiñ, kas, treuzkas dre gement feson a zo dalc'had é noaziñ, é c'hourdrouz, ec'h abuziñ, é vurutellat, é kunujenniñ, é vonet a-enep da vuhez prevez an den, pe dalc'had a vehe enep d'ar lezenn, lous, hudur, leun a gasoni, rasist pe dalc'had a zo tu rebech en ur feson bennak ;
  • ober droug d'an implijerion edan oad e ne vern pesort mod ;
  • treuzkas kement dalc'had a c'hellehe bout kaoz, en ur ouiet e c'hell monet pelloc'h evit ar pezh a zo da heul, da vroudiñ d'ober torfedoù pe gwalloù ; da vroudiñ d'an diforc'hiñ, d'ar gasoni pe d'an taerded en arbenn ag ar ouenn, ag ar genel pe ag ar vroad ; da gas doareioù faos ; d'en em gemer doc'h beli ar justis ; da reiñ titouroù é tenniñ da advugeliñ, da brosez pe da emlazh tud edan oad pe da stad unan bennak e-keñver an tailhoù ; da wallvrudiñ ha da gunujenniñ ; d'en em gemer doc'h ar vuhez brevez ; pe c'hoazh da lakaat buhez tud edan oad en arvar é sevel, é kas hag é treuzkas kemennoù taer pe liboudennek pe re tre d'ober gwall d'an doujañs doc'h mab-den... ;
  • diambreziñ talbennoù pe en em servij e kement feson a c'hell bout ag un anaouder evit kuzhat orin an dalc'had bet treuzkaset dre ar servij ;
  • pellgargiñ, diskouez, treuzkas dre gement feson a c'hell bout kement dalc'had ec'h ober gwall da gement breved, merk marilhet, sekred d'ur mod da sevel, gwir àr ar berc'henniezh intelektuel pe da gement gwir perc'henniezh e piaou d'unan bennak arall, lakaomp ar gwir àr ar skeudenn ;
  • pellgargiñ, diskouez, treuzkas dre gement mod bruderezh pe dafar brudiñ ha n'eo ket bet goulennet pe aotreet (lakaomp ober get « spam  », get « junk mail »,  pe get ur chadennad lizherennoù pe get kement mod goulenn a c'hell bout) ;
  • haodiñ pe direizhiñ ar servij, ar servijerioù, ar rouedadoù kevreet d'ar servij, enrolliñ pe treuzkas fichennaouegoù ha roadennoù, enne virusoù pe programoù treset da zistruj roadennoù enrollet pe d'ober droug e kement mod a c'hell bout, pe nac'hiñ plegiñ d'an divizoù rekis, d'an doareoù renkiñ, d'ar reolennoù hollek pe d'an diferadennoù reoliek a c'heller lakaat e pleustr get ar rouedadoù kevreet d'ar servij ;
  • gwalliñ, a-fetepañs pe pas, kement lezenn pe reolennadur broadel pe etrevroadel e talvoud hag holl ar reolennoù arall zo nerzh ur lezenn enne ;
  • atahinal e ne vern pesort mod un implijour arall pe meur a unan ;
  • dastum ha gouarniñ roadennoù personel hag a zo da implijerion arall ;
  • hentiñ an implijerion arall, àr-eeun pe pas, davet servijoù Internet arall pe servijoù a c'hellehe chom hep doujiñ doc'h ar lezennerezh, hag a zo tu lakaat da dalvout, pe/hag an divizoù-mañ.

Gouiet a ra an implijour ne sell ket bev.bzh a-dost an dalc'hadoù seul taol kent o skigniñ.

Neoazh, derc'hel a ra bev.bzh, ha kement den pe boud anvet geti, ar gwir da nac'hiñ pe da ziblas kement dalc'had a vez tu bout dre ar servij, doc'h he c'hoant-hi, hep na zahe da vout ur redi.

Ar gwir he do bev.bzh, pe kement den pe boud anvet geti, da zistruj pe da lemel kement dalc'had a wallehe danvez an divizoù-mañ pe kement dalc'had a vehe enep d'ar lezenn en ur mod bennak.

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da nac'hiñ pe da dretiñ an dalc'hadoù a seblant dezhi gwalliñ danvez an divizoù-mañ pe kement dalc'had a vehe enep d'ar lezenn.

Derc'hel a ra bev.bzh ivez ar gwir da baoueziñ kont an implijour ha na zouj doc'h an divizoù pe da vihanaat e varregezh da dreuzkas pe da grouiñ kement dalc'had a c'hell bout.

Gouiet hag asantiñ a ra an implijour e c'hell bev.bzh diskuliiñ an dalc'had, na bout e vez gwarantet get bev.bzh doc'h an aksedoù flodus, evit degouezh doc'h ar lezennoù e talvoud pe ma kred dizifiz e vehe rekis en ober :

  • en un doare renkiñ dre ar lez-varn ;
  • evit doujiñ doc'h divizoù implij ar servij ;
  • evit respont da glemmoù diazezet àr ur gwall graet da wirioù ar re arall ;
  • evit miriñ gwirioù pe splet bev.bzh, hec'h implijerion pe c'hoazh an dud enlinenn.
  1. Postelerezh

Get lod a arc'hwelioù ar servij e c'hell an den eskemm kemennoù prevez dre skrid get implijerion arall ag ar servij, doc'h ma tegouezh.

Gouiet a ra an implijour e vez miret get bev.bzh ur gopienn a gement kemenn a zo, a pa vehe prevez pe micherel, hag eñ bet kaset d'un ezel arall, get ar soñj gwarantiñ surentez pep unan ma sav breud.

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da ouiet penn da zanvez ar c'hemennoù prevez, adal ma tro da vout rekis.

10- Doareoù melestriñ

Gouiet a ra an implijour reizh-mat ne vez ket gwarantet pe sifret treuzkas an dalc'hadoù, hag asantiñ a ra da gement-se a-zevri-kaer.

Gellout a ra bev.bzh lakaat reolennoù hollek ha bevennoù àr implij ar servij da dalvout ha, en ur ouiet e c'hell monet pelloc'h evit kement-se, merkiñ ar spas memoer brasañ a c'hell bout roet da servijerioù bev.bzh, lec'h ma vo herberc'hiet an dalc'had, ha merkiñ an niver brasañ a wezhioù ma c'hello an implijour monet àr ur servij e-pad ur prantad lakaet (ha pad brasañ pep aksed).

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da lakaat a-benn diàr-linenn ur lodenn pe holl roadennoù un implijour ma risklont da zirañj ar servijer hag a zo enrollet fichennaouegoù an implijerion àrnezhoñ, lakaomp ma vez sachet re àr ar pourvezioù.

Derc'hel a ra bev.bzh ar gwir da lakaat da baouez, evit ar mare, an aksed d'he servijoù en arbenn a labourioù kempenn pe/ha gwellaat, hep na savehe gwirioù da zigoll.

Grataat a ra bev.bzh memes tra e ray d'ar gwellañ evit bihanaat an niver a sort labourioù.

Gouiet a ra an implijour ivez eh eus frankiz da bev.bzh da lemel kement kont chomet dizimplij e-pad tri (3) blez.

N'hell bev.bzh nemet grataat e ray d'ar gwellañ evit parraat ma vehe distrujet pe ma chomehe hep bout enrollet kement kemenn, darempred pe dalc'had bet skignet pe treuzkaset a-bouez ar servij.

N'hell bev.bzh nemet grataat e ray d'ar gwellañ evit ma eh ay mat en-dro, ma pado, ma chomo dijapl, kendalc'het ha miret an dalc'hadoù treuzkaset davet pe a-bouez ar servij.

11- Klemmadurioù

N'hell ket bout lakaet bev.bzh kiriek ma sav bec'h pe breud a-zivout danvez ar c'hemennoù bet skignet get an implijerion àr ar servij (testennoù, skeudennoù, poltredoù, logoioù...) keit ha ma ne vez ket kaset doare, dre an diferadennoù savet get ar lezenn, da bev.bzh, ha hi just herberc'hierez an dalc'had bet diskouezet àr ar servij, emañ splann e vehe dalc'had difennet hag enep d'ar lezenn àr ar Servij.

Goude bout diferet kement-se e ped bev.bzh an implijerion da gas doare dezhi kentizh ma en em gavont get abuzerezh àr ar servij.

Degas a raer soñj penaos disklêriiñ er feson-se ne dalv ken nemet da reiñ da ouiet ha ne lak ket bev.bzh kiriek, dreist pep ma eh eus komz a lemel un dalc'had a vehe lakaet abuzerezh pe enep d'ar lezenn.

Kement kemenn a-zivout dalc'hadoù difennet pe miret get gwirioù oberour kaset da bev.bzh a rank bout kaset a-bouez ur lizher erbedet get skrid-degemer da chomlec'h bev.bzh en ur lakaat an titouroù-mañ da heul :

  • deiziad ar c'hemenn ;
  • mand eo an hini a gas un hinienn : e anv, e anv bihan, e vicher, e lec'h annez, e vroadelezh, deiziad e c'hanedigezh hag ar lec'h anezhi ;
  • mand eo an hini a gas un dudelezh : he stumm, hec'h anvadur, he sez sosial hag ar c'hannad barrek da gomz eviti er lez-varn ;
  • anvadur ha sez sosial an degemerer (Roued) ;
  • deskrivadur ar fedoù difennet hag o lec'hiadur resis (get kopienn chomlec'h URL resis an dalc'had) ;
  • an abegoù zo kaoz ma tle bout lamet an dalc'had, enne an diferadennoù lezenn hag an arguzennoù ;
  • kopienn ar c'hemenn bet kaset da aozer pe da embanner an titouroù pe an oberoù difennet, é c'houlenn ma vint paouezet, lamet pe kemmet, pe ar brouenn a ziskouez n'eus ket bet tu monet e darempred get an aozer pe get an embanner.

Degas a raer soñj penaos kement den a brezant un dalc'had pe un oberenn evel difennet get ar soñj ma vo lamet pe paouezet d'er/he skigniñ, na bout e oar emañ faos an titour, a c'hell riskliñ kastizoù, evel mand eo lakaet er lezennerezh e talvoud.

12- Bevennoù d'ar c'hiriegezhioù

Tu zo monet àr bev.bzh dre ar rouedad Internet noz-ha-deiz, sul ha pemdez, ha soñj bev.bzh eo ober d'ar gwellañ evit ma pado ha ma talc'ho ar servijoù kinniget, ha get kalite.

Neoazh, en arbenn a berzhioù hag a strishadurioù an Internet, ar pezh a oui reizh-mat an implijour, n'hell ket bout lakaet bev.bzh kiriek, adal ma ra-hi get ar fesonioù mat a-fet efedusted ha surentez :

  • a dizhoù aksed é tonet a servijoù arall, a c'horrekadurioù, pe ma vez diaes tizhiñ roadennoù an implijour,
  • ag an eskemmoù dre bostel chomet sac'het, en arbenn a berzhioù hag a strishadurioù an Internet,
  • ma vez kemmet titouroù pe roadennoù e-pad un treuzkas dre ne vern pesort mod da bellgehentiñ pe ne vern pesort mod arall ;
  • ma vez kontammet roadennoù ha/pe meizantoù an implijour dre ur virus, en ur ouiet emañ àr an implijour o gwarantiñ ;
  • a intruadurioù drouk graet get tud arall àr spas an implijour pe a laeroñsi roadennoù, en despet d'an diarbennoù surentez bet lakaet ;
  • a noazioù daet da heul koll, kemm ar roadennoù, pe ne vern pesort implij flodus anezhe, ag un treuzkas diàr gwall zarvoud ag ur virus pe a draoù noazus, a emzalc'h unan bennak arall, ag ur labour chomet sac'het ;
  • a noazioù a c'hell bout graet d'ar servijerioù kevreet, hag a zo edan kiriegezh an implijour, a noazioù a bep sort, graet àr-eeun pe pas, é tenniñ d'an dafar pe pas, re degouezhet rak an implijour en deus sellet ha/pe implijet ar servij Internet-mañ (ha servijoù arall stag doc'htoñ) pe en arbenn a arloadoù a c'hell bout da bellgargiñ pe a implij titouroù dre skrid pe dre welet, hag a c'hellehe bout bet dastumet, hag a gement gaou argant pe kenwerzh, a goll programmoù pe roadennoù en e sistem stlenn ;
  • ma vehe distroet ar gerioù-tremen, ar c'hodoù kuzh, pe dre vras, kement titour kizidik evit an implijour ;
  • a goll roadennoù zo d'an implijour : ur servij Internet enlinenn da ziskouez ha da eskemm titouroù ha da sevel darempred eo bev.bzh, nend eo nag ur savenn dielliñ nag ur savenn saveteiñ;
  • ma vez goulennet get ur bennadurezh ag ar lez-varn pe unan varrek ag ar velestradurezh ma vo paouezet ar savenn, evit ar mare pe da vat, pe ma vez savet ar goulenn get ur perzh arall da zoujiñ doc'h mellad 6 ar Loi n° 2004-575 du 21 juin 2004 pour la confiance dans l'économie numérique (LCEN ).

13- Prouenn an engouestloù

Akord eo bev.bzh hag an implijour get ar soñj penaos implij ar gont get an implijour e-unan pe get unan bennak arall a destoni e asantont da gement eskemmadenn graet get bev.bzh get un implijour arall, ne vern pesort dalc'had zo enni na pesort skor a vez implijet.

Sellet e vez an titouroù bet enrollet get ar sistem evel prouennoù àr natur, dalc'had ha deiziad an eskemmadennoù bet graet.

Ar modoù-se da brouiñ n'eus ket tu o nagenniñ dre ar lezenn.

Gellout a ray bev.bzh ober he mad, get ar soñj bout prouennoù, a gement akt, fichennaoueg, enrolladenn, danevell heuliiñ, stadegoù àr gement skor a c'hell bout, en ur gontiñ ar skor stlennek bet savet, resevet pe miret àr-eeun pe ameeun en un diaz-stlenn.

14- Gwarantoù àr ar servijoù kinniget

Gouiet a ra an implijour penn da berzhioù pennañ ar servijoù kinniget àr ar servij bev.bzh.

Pedet e vez neoazh an implijour da glask penn da gement titour klokaat a vez roet.

N'hell bout roet gwarant displeg pe empleg erbet get bev.bzh a-zivout kement-se.

N'hell ket bout lakaet bev.bzh kiriek a gement noaz graet da heul ar sevel darempred.

Degas a raer soñj penaos deskrivadurioù ar servijoù kinniget, a pa vehent testennoù pe poltredoù, n'aont ket d'ober danvez ur gevrat.

Na bout e vehe lakaet traoù enep d'ar lezenn, dijaoj, amresis, direizh n'hellehe ket bout lakaet bev.bzh kiriek e mod erbet.

Grataat a ra bev.bzh emañ he freder get ar servijoù da lakaat e darempred, ha ken nemet get ar re-se, evit gwarantiñ an efedusted anezhe e-keñver an deskrivadur a vez kavet àr ar servij Internet da zeiziad an enskrivadur.

15- Dale dislâret

Lakaet eo splann penaos, evit doujiñ doc'h ar Code de la consommation (melladoù L. 121-20 hag ar re zo da heul), en ur servij lakaat e darempred, hag a c'hell bout arsavet just goude an implij anezhoñ, a pa vez savet ur gevrat a-bell n'eo ket sañset an implijour tenniñ gounit ag ur gwir da zislâret hep bout kastizoù na rankiñ reiñ un abeg.

Lakaet e vez arest d'ar gwir da zislâret kent e dermen enta, a pa vez kaset ur gevrat betak hec'h achuamant get an implijour rak eñ, ec'h ober un eskemmadenn, a c'houlenn a-zevri-kaer ma vo lakaet arsav d'ar gwir da zislâret.

Pandeogwir e vez roet servijoù kelaouiñ, eskemm ha lakaat e darempred get bev.bzh a p'en em enskriv an implijour, hag en ur ouiet e c'hoant an implijour ma komañso bev.bzh reiñ he servij lakaat e darempred a-benn, e-raok ma vo achu an dale a 14 (pevarzek) deiz goude bout kadarnaet an enskrivadenn, emañ bev.bzh hag an implijour a-du get ar soñj ma tilezo an implijour e wir da zislâret.

16- Perc'henniezh intelektuel

Framm hollek, testennoù, skeudennoù bev pe pas, sonioù ha skiant-prenet bev.bzh, ha kement tra a ya d'ober ar servij, en ur gontiñ an deknologiezh implijet, zo e piaou da bev.bzh, d'ar servij ha d'ar re o dehe roet o asant da bev.bzh d'ober gete, a pa vehe edan ar reol perc'henn pe an hini dieub.

Difennet eo eiliñ, kemmiñ, treuzkas, embann, modiñ, àr gement skor a c'hell bout, pe implij e kement mod a c'hell bout, ur lodenn ag ar servij pe ar servij en e bezh hep un aotre dre skrid bet roet kent get bev.bzh, nemet hag e vehe diferet en ur mod arall en ur feson splann pe dre abegoù é tenniñ d'an aotre implijet.

Kement-se a vehe lakaet evel un dambrez da vout kastizet get ar mellad 335-2 ha get ar re zo da heul e Kod ar berc'henniezh intelektuel.

Hañval eo evit an diazoù roadennoù bet savet get bev.bzh a vez kavet, doc'h ma tegouezh, àr ar servij Internet, ha miret e vênt a-bouez diferadennoù Kod ar berc'henniezh intelektuel é tenniñ da warez lezenn an diazoù roadennoù.

N'hell ket ar roadennoù a gaver àr ar servij Internet bout prestet, eskemmet pe sedet, tennet, memp evit un darn anezhe, pe treuzkaset àr ur skor arall.

An tresoù diforc'h implijet get bev.bzh ha get he c'hevelerion, hag ar logoioù a vez kavet àr ar servij Internet, zo disklêriet get o fiaouerion o-unan.

Difennet eo enta eiliñ ur lodenn ag an tresoù diforc'h-se pe an holl anezhe, merkoù pe logoioù hag en ober diàr elfennoù ar servij Internet hep aotre bev.bzh, evel ma tiviz mellad 713-2 Kod ar berc'henniezh intelektuel.

17- Liammoù gourskrid ha kevreadurioù

Gellout a ra bout lakaet ur liamm ordiner é kas àr-eeun àr bajenn degemer ar servij bev.bzh get ur servij Internet arall.

Kement-se n'hell ket bout gwelet evel ur feur emezeliñ goloet.

Atav, kement liamm, na bout emañ aotreet groñs, a c'hell bout lamet ken nemet diàr goulenn bev.bzh.

.

18- Lod an implijerion

Gouiet a ra an implijour e ro an tu da bev.bzh, a pa lak un dalc'had enlinenn àr pe a-bouez ar servij, da implij, da eiliñ, da gemmiñ, da ranniñ, da ziskouez, da skigniñ an dalc'had-se evit netra, en ur venegiñ anv an implijour/aozour.

Kontant eo an implijour d'ober d'ar gwellañ evit miriñ ar gwirioù àr ar berc'henniezh intelektuel zo dezhoñ àr an dalc'had-se, dreist-holl é roiñ ar menegoù a wirioù oberour a zegouezh.

19- Roadennoù personel

En he servijoù e tegouezh d'ar savenn bev.bzh dastum ha tretiñ roadennoù personel, en ur zoujiñ doc'h reolennadur (UE) 2016/679 Parlamant Europa, doc'h hini Kuzul an Unaniezh bet votet d'ar 27 a viz Ebrel 2016 àr gwarez ar roadennoù personel (« RGPD »), hag ivez doc'h ar lezenn Nnn 78-87 bet kemmet d'an 6 a viz Genver 1978, get ar soñj bout sur e labouro mat ar servij.

Ma ra get ar servij-se e c'heller soñjal penaos an implijour a asant d'ar feson ma vez dastumet ha tretet ar roadennoù personel get bev.bzh. Divizet e vez ar feson-se e politikerezh tretiñ ar roadennoù personel a vez kavet amañ.

20- Nerzh meur

N'heller ket lakaat ar garez àr ar c'hevrennoù ma ne vez ket kaset da benn unan ag o redioù, hag int deskrivet amañ, pe ma vez dale dezhe en arbenn ag un nerzh meur, evel-se e touj doc'h mellad 1218 ar C'hod keodedel.

Dle e vo d'ar gevrenn hag en em gavo get an degouezh kas doare d'ar gevrenn arall n'eo ket evit kas he servij da benn ha displeg perak.

Biken n'hello bout sellet ar paouez redioù evel un abeg da damall abalamour d'ur redi bout chomet e darn na bout kaoz ma vo roet dic'haouioù pe kastizoù dale.

Lakaet e vo ar seveniñ redi da baouez hed-ha-hed an nerzh meur mand eo-eñ berrbad ha ma ne bad ket pelloc'h evit 10 (dek) deiz.

Rak-se, kentizh mand eo lamet an abeg a zo kaoz mand eo paouezet ar redioù etreze e ray ar c'hevrennoù d'ar gwellañ evit krog en-dro d'ar buanañ get ar seveniñ ordiner ag o redioù dre gevrat.

Ar gevrenn ha n'eo ket evit kas he redi da benn a gaso doare d'an hini arall a-benn pegourz e c'hello en ober en-dro dre ur lizher erbedet get skrid-degemer pe ne vern pesort akt ha n'eo ket graet get un ensav lez-varn.

Ma chom dalc'het da vat pe ma pad en tu arall da 30 (tregont) deiz, e vo kemmet an divizoù-mañ hervez danvez ar mellad « dirouestl abalamour d'un nerzh meur ».

Akord eo ar c'hevrennoù get ar soñj e vo lakaet ar frejoù bet degouezhet àr ar gevrenn ha n'eo evit kas he redi da benn e-pad ar paouez-se.

21- Diover a ziawel

Ma tegouezh ur chañchamant degouezhioù n'eus ket tu diawel a pa vêr é sevel ur gevrat, evit doujiñ doc'h diferadennoù mellad 1195 ar C'hod keodedel, e c'hell ar gevrenn, ha n'he deus ket asantet d'ar riskl ma en em gavo re a frejoù dre un akt, goulenn ma vo marc'hartaet en-dro ar gevrat get ar c'hengevratour.

Neoazh, ma chom da vat ar chañchamant degouezhioù ha n'eus ket bet tu diawel a pand eo bet savet ar gevrat pe ma pad en tu arall da 2 (daou) viz, e vo kemmet an divizoù-mañ just ken aes hervez an diferadennoù lakaet er mellad « dirouestl evit diover a ziawel ».

22- Anterinder

A pa zegouezhehe d'unan ag an diferadennoù-mañ donet da vout nul ha netra en arbenn ag ur chañchamant lezennerezh, reolennadur pe diàr diviz ur lez-varn, n'hellehe ket bout kemmet reizhder an diferadennoù arall e mod erbet nag arsavet a zoujiñ doc'hte.

Titloù ar melladoù ne dalvont nemet da ziskouez petra zo enne.

23- Pad

Lakaet e vez an divizoù-mañ da dalvout a-bad ma vez kinniget servijoù enlinenn get bev.bzh.

Gellout a raont bout kemmet da bep koulz.

Ma vênt kemmet e vo kaset doare ag ar chañchamant get bev.bzh d'an implijour dre bostel edan pemzektez.

A-benn neuze en do-eñ 30 (tregont) deiz, adal an deiz ma resev an doare, evit torriñ ar gevrat-mañ é lemel e enskrivadur.

A pa vo achu an termen-se e vo lakaet ar gevrat nevez evel degemeret.

24- Rezolvidigezh ar gevrat

  1. Rezolvidigezh en arbenn ag un diover a ziawel

Ar rezolvidigezh degouezhet rak n'eus ket bet tu seveniñ ur redi daet da vout re ger a vo ret gortoz 15 (pemzek) deiz, goude bout kaset ur c’hemenn ofisiel é tisklêriiñ ar soñj lakaat da dalvout an diferadenn-mañ a-bouez ur lizher erbedet get skrid-degemer pe a-bouez ne vern pesort akt graet er-maez ag ar lez-varn, kent he lakaat da dalvout, en despet d’an diferadenn evit rezolviñ evit ur mank d’he redioù graet get ur gevrenn lakaet edan da heul.

  1. Rezolvidigezh en arbenn ag ur redi bras a-walc'h chomet disevenet

Ar gevrenn a gollo abalamour d'ar mank a c'hello, en despet d'an diferadenn evit rezolviñ evit ur mank d’he redioù graet get ur gevrenn lakaet edan da heul, ma chom disevenet unan ag ar redioù bras a-walc'h hag zo àr ar gevrenn arall, kas doare dre ur lizher erbedet get skrid-degemer, ag ar mank d'ar redioù-mañ, 15 (pemzek) deiz goude bout kaset ur c'hemenn ofisiel, ha eñ chomet didalvez, evit lakaat da dalvout diferadennoù mellad 1224 ar C'hod keodedel.

  1. Rezolvidigezh en arbenn ag un nerzh meur

Ar rezolvidigezh hep ar lez-varn hag en arbenn ag un nerzh meur a vo ret gortoz 15 (pemzek) deiz, goude bout kaset ur c’hemenn ofisiel é tisklêriiñ ar soñj lakaat da dalvout an diferadenn-mañ a-bouez ur lizher erbedet get skrid-degemer pe a-bouez ne vern pesort akt graet er-maez ag ar lez-varn, kent he lakaat da dalvout, en despet d’an diferadenn evit rezolviñ abalamour d'ur mank d’he redioù graet get ur gevrenn lakaet edan da heul.

Er c'hemenn ofisiel-mañ e tleo bout meneget ar soñj lakaat da dalvout an diferadenn-mañ.

  1. Rezolvidigezh en arbenn ag ur mank d'he redioù graet get ur gevrenn

Ma ne vez ket doujet get unan ag ar c'hevrennoù redioù zo ag an diferadennoù-mañ e c'hellint-int bout rezolvet doc'h c'hoant ar gevrenn zo bet graet gaou dezhi.

Splann eo e tegouezho ar rezolvidigezh-mañ en arbenn ag ur mank d'he redioù graet get ur gevrenn hep ar lez-varn 15 (pemzek) deiz goude bout bet kaset ur c'hemenn ofisiel da seveniñ, hag eñ chomet difrouezh, penn-dre-benn pe lod anezhoñ.

Gellout a ray ar c'hemenn ofisiel bout kaset a-bouez ur lizher erbedet get skrid-degemer pe a-bouez ne vern pesort akt er-maez ag ar lez-varn.

Er c'hemenn ofisiel-mañ e tleo bout meneget ar soñj lakaat da dalvout an diferadenn-mañ.

  1. Divizoù boutin evit an degouezhioù rezolviñ

Pandeogwir n'hell an eskemmoù etre ar c'hevrennoù bout talvoudus, adal mand eo savet ar gevrat betak ken nend eo torret, ken nemet a pa vez sevenet ar gevrat penn-dre-benn, e vo roet digolloù ma vez lakaet arest d'an eskemmoù-se.

Atav, ar gevrenn zo bet graet gaou dezhi a c'houlenn goulenn dre ar lez-varn ma vo roet dic'haouioù dezhi.

25- Ar gwir a zegouezh hag ar barregezhioù

Ma sav klemmadur get unan bennak e klasko bev.bzh en em glevet dre gaer getoñ.

Da vihanañ e vo graet hervez ar reolennoù boutin àr ar barregezhioù.

Gouiet a ra an implijour e c'hell ober get un hanterouriezh kustum, dreist pep tra dre ar Commission de la médiation de la consommation selon sa qualité (Code de la consommation, mellad L. 612-1) pe dre an ensavioù hanterouriezh a zo dre dachenn, hag a vez kavet ar menegoù anezhe àr ar lec'hiennoù https://ec.europa.eu/consumers/odr/main/index.cfm?event=main.home2.show&lng=fr ha https://www.economie.gouv.fr/mediation-conso pe dre kement mod d'en em glevet (hanterouriñ, lakaomp) ma sav nagenn.

Renet eo ar gevrat get lezenn bro-Frañs.

Holl an nagennoù a c'hellehe sevel etre ar c'hevrennoù, a pa vehe graet ur c'hompren d'ar gevrat-mañ pe lakaet da dalvout, zo, dre mank a gavout un emglev dre gaer, edan perzh barregezh ar barnerezhioù ampart hervez ar reolennoù e talvoud nemetken ha ma vez roet an tu get ar lezenn e vint lakaet dirak ar lezioù-barn ampart hervez ar lezenn.