Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec

Activité Type : Activité
Catégorie : Sevenadur
Date : 13/03/2021
Détails de la rencontre Staj Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec
Adresse / Point de rendez-vous : se connecter pour consulter cette information
13/03/2021 E Kreizenn stummañ Roudour e Kemper 9e mintin > 5e goude-merenn E brezhoneg Adalek 15 bloaz 30€ Dav eo mirout e blas *** Evit Mizvezh ar Brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ Brezhoneg Kerne Izel. Roll-labour an devezh : - An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger. - Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel). - Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno. - Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit. Titouroù : * 9 den d'ar muiañ * Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet * Adalek 15 bloaz * Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija) * Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper, ho maskl * Lec'h ar staj : Kreizenn stummañ Roudour (2 rue du Moulin de Melgven - 29000 Quimper) * Priz ar staj : 30€ * Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued * Trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan a-raok an 11 a viz Meurzh 2021 : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSenScsOC-xwCrXC26Q5OZAKTBI_7OabhLnZl8jYsC3QACZfIA/viewform?usp=sf_link Titouroù : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
Vous souhaitez participer à cette rencontre ?
Vous devez être connecté pour contacter l'invitant de cette rencontre.
Connexion Inscription
Votre invitant sur cette rencontre
Se connecter pour consulter ces informations