Conférence en ligne avec Jean-Claude Le Ruyet

Activité Type : Activité
Catégorie : Sevenadur
Détails de la rencontre Prezegenn enlinenn gant Jean-Claude Le Ruyet
EUS AR RANNYEZHOU D'AR BREZHONEG SKRIVET *** 20/02/2021 Enlinenn war Facebook Ti ar vro Kemper, da 10eur1/2 mintin (e galleg) + 2eur1/2 g-m (e brezhoneg), Digoust *** An oll Vrezhonegerion pe dost a sant e rankont ober gant ar memez mod da skriv gerioù o yezh. A-c'houde 1941 eh eus un doare-skrivañ daet da voud diazez an unvanadur hiziw : ar peurunvan. Padal, dre ma oa mall war an dud en termen-se, e chom er peurunvan un nebeud sïoù a c'hellomp hiziw gweled o dregefedoù. Er yezhoù alfabeteg evel ar brezhoneg e c'heller diskodañ ar pezh a vez skrivet evid gouied penaoz sanañ (distagañ). Seul dostoc'h ar skrid douzh ar yezh komzet, seul fonografekoc'h ar yezh, seul aesoc'h e vo an diskodañ evid sanañ reizh. Ar pezh na vez ket gwir ataw. Soñjomp er saozneg enough pe er galleg oiseau, nad int ket gwall fonografeg. Mez en ur yezh na vez ket klevet kalz en endro evel m'ema ar brezhoneg hiziw, n'heller ket mui kontiñ war an endro-se evid roiñ d'an deskerion da ouied penaoz e vez lâret reizh. Setu perag ema daet an doare-skrivañ da voud ken pouezuz evid ar brezhoneg. Hag un nebeud gwelladennoù a ranker ober d'ar peurunvan war ar poent-se. Mez en aner e vefe kennig kemmoù heb ur strategiezh solud a-fed treuzkas ha kelenn ar yezh. Penaoz neuze termeniñ ar pezh a vefe da chañch ? Gouied a raomp bremañ eh eus peder reolenn diazez er brezhoneg komzet. Diwar ar peder reolenn-se e ranker kelenn hiziw (pe e rankeher d'an nebeutañ). Da lâred eo : 1) an taol-mouezh ; 2) hirder ar vogalenn dindan an taol-mouezh ; 3) kaletadur (divouezhadur) ar gensonenn en dibenn absolut hag erfin : 4) al liammadurioù. Ha just a-walc'h, moned a ra ar peurunvan eneb d'ar reolennoù 2 ha 4. Evid gerioù zo n'heller ket diskodañ hirder ar vogalenn dindan an taol-mouezh. Hag evid ar juntadurioù, abalamour da choaz fall ar gensonenn dibenn-ger, e vez sevenet al liammadurioù evel e galleg ha n'eo ket evel e brezhoneg, a zo gant ur mod-ober dishañval-tre. Gweled a raimp n'eo ket reizhañ ar poentoù-se distresañ ar peurunvan, mez lakaad ar peurunvan da voud ur benveg kempouell evid kelenn ar peder reolenn diazez-se. *** Deuit da selaou anezhañ war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Kemper dre glikañ war ar liamm amañ : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
Vous souhaitez participer à cette rencontre ?
Vous devez être connecté pour contacter l'invitant de cette rencontre.
Connexion Inscription
Votre invitant sur cette rencontre
Se connecter pour consulter ces informations