Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Sevenadur
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Deiziad : 05/12/2020
Goût hiroc'h a-zivout Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec
Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg Kerne Izel. Roll-labour an devezh : - An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger - Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel). - Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno. - Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit. Titouroù : * Deus 9e mintin da 5e goude-merenn *15 den d'ar muiañ * Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet * Adalek 15 bloaz * Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija) * Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper. * Priz ar staj : 30€ * Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued * Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv da Ti ar Vro Kemper * Trugarez da gas ho maskl ganeoc'h Titouroù : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h