Prezegenn gant Per Vari Kerloc’h

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Sevenadur
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Goût hiroc'h a-zivout Prezegenn gant Per Vari Kerloc’h
AR C’HOURSEZ HA SEVENADUR BREIZH E PENN KENTAÑ HAG E-PAD AN UGENTVED KANTVED *** 20/03/2021 Enlinenn war Facebook Ti ar vro Kemper, da 10eur1/2 mintin (e galleg) + 2eur1/2 g-m (e brezhoneg), digoust. *** Er bloavezh 1899 e Kerdiz, warlerc’h degemer Kervarker evel barzh gant Kembreiz e 1838 en Y Fenni, e voe krouet Goursez Gourenez Breizh war skouer Gorsedd Byrdd Ynys Prydain. Gwall zister er penn kentañ e teuas a benn koulskoude da vodañ tamm ha tamm ar bleuñv eus an emsav sevenadurel, yezhadurourien, geriaouerien evel Frañsez Vallée ha Jules Gros, barzhed ha skrivagnerien evel Taldir Jaffrennou, hag a savas Bro Gozh Ma Zadoù pe Charlez Rolland, troer ar C’han Etrevroadel e brezhoneg, sonerien, armerzhourien evel Jean Choleau. Ugent vloaz araok ma voe savet ar Bagad kentañ, e veze kaset endro gouelioù ar C’hoursez gant sonerien eus Bro-Skos, un degouezhadenn da reiñ da glevet ar biniou bras d’ar Vretoned. Kemer perzh a reas ivez an Drouized e mareoù kentañ Gouelioù Kerne, da skouer en ur sevel lidoù-dilenn ar Rouanezed. Adlañsañ ar C’hoursez a vo start goude an diskrog deuet dre an eil brezel-bed. E eil hanter an ugentved kantved e teuio ar studioù hag an araokadennoù war ar yezh, da vezañ emren ha distag hag an disoc’h eus kement se a vo krouidigezh kevredigezhioù o kelenn ar brezhoneg, Bodadeg ar Sonerien, ar skolioù Diwan hag ar re en div yezh. Da heul Gwenc’hlan Er Skoieg, pempved Drouiz Meur e vo lakaet war wel pal aroueziek ha filozofel ar C’hoursez a oa e hini abaoe ar penn kentañ. Dont a raio da vezañ Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, un anv o verkañ splann ez eus anezhi ur gevredigezh preder. Lidet e vo hevlene ar c’hantved Goursez Digor e Mur. Deuit da selaou anezhañ war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Kemper dre glikañ war ar liamm amañ : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h