Baleadenn natur e brezhoneg gant Jean Moalic

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Er-maez
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Goût hiroc'h a-zivout Baleadenn natur e brezhoneg gant Jean Moalic
28/03/2021 Kêriadenn Roskerno e Pont-'n-Abad Da 9e3/4 mintin E brezhoneg 2€ Dav eo mirout e blas *** Da geñver Mizvezh ar Brezhoneg, deomp da vale da heul Jean Moalic evit sellout pizh ouzh al laboused a ra o annez en tachad natur e Rozkerno, a-hed Stêr Bont'n Abad, takad diwallet ha laket e rumm Natura 2000. An endro dibar ha boemus-se a zegouezh tre ha tre evit anavezout an natur hag evit sellet ouzh meur a ouenn labous o tivroañ ha bamet e vo bihan ha bras ennañ sur. E Brezhoneg e vo kaset an droiad. * Titouroù : - Digor d'ar vrezhonegerien - Bezañ da 9e45 mintin war parklec'h Kreizenn Dizoleiñ Roskerno Aber (Kêriadenn Roskerno, 29120 Pont-'n-Abad) - Padelezh : etre 1e30 ha 2 eurvezh - Da zegas ganeoc’h : botoù serr aes bale ganto, dilhad hervez an amzer, lunedoù-hirwel (ma ho peus ur re), ur c’harnedig notenniñ, ho maskl - Enskrivadurioù betek ar 25 a viz Meurzh 2021 - Trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSez2xFNelSwSZigPX4lbP9ghFY0bQI3lvJuf-9SzI2nSF1McA/viewform?usp=sf_link Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h