Baleadenn natur e brezhoneg gant Lulu

Abadenn Sort : Abadenn
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Goût hiroc'h a-zivout Baleadenn natur e brezhoneg gant Lulu
20/03/2021 Koad Penfoullig e Fouenant Da 9e3/4 mintin E brezhoneg 2€ Dav eo mirout e blas - Sur réservation (places limitées) *** Evit Mizvezh ar Brezhoneg, deomp war-lerc’h Lulu Moisan, heñcherez natur, evit dizoleiñ Koad Penfoullig hag anavezout sonioù laboused. « Deuit da anavezout al lec'h-se, istor ennañ e-leizh, diwallet ha perc'hennet e 1985 gant Mirva an Arvor, dindan mererezh kumuniezh kumunioù Bro Fouen. Ar c'hoadad gwez delioù a gaver en e douez, ar mell dervenn "Jirafenn" uhel bintet en ur pleg-hent ha pelloc'h, ar foennejiri, poneed Sealtainn o peuriñ enno. Ur seurt mangrovenn a Vreizh anezhañ a lavarfer a-blasoù gant an dour-mor o tont don ennañ. Div eurvezhiad klok o tizoleiñ dre ar c'hoad, da anavezout sonioù laboused. Emaoc'h tre eno e rouantelezh ar pintiged, ar borzevelleged, ar pennduiged, an troc'haned ha nouspet labous all choazh. A-benn fin miz meurzh e vezont da vat o vevenniñ o zachenn ! Gant un hent 650 m a hirentez, kempennet ha gwiriet ervat evit ar 4 ampech, e vimp kaset betek ti ar paludoù, ha goude etremek ar Chaoser vras, o vont gant unan eus hor c'haerañ hentoù don a Vreizh ». E Brezhoneg e vo kaset an droiad. * Titouroù : - Digor d'ar vrezhonegerien - Bezañ da 9e45 war parklec’h Maner Penfoullig e Fouenant - Padelezh : 2 eurvezh - Da zegas ganeoc’h : botoù serr aes bale ganto, dilhad hervez an amzer, lunedoù-hirwel (ma ho peus ur re), ur c’harnedig notenniñ, ho maskl - Gwelloc’h eo chom hep dont gant bugale dindan 5 bloaz - Enskrivadurioù betek an 18 a viz Meurzh 2021 - Trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSdEAn9kPdNUpFsGYYmS2q61cZZIO_vxSUVUQQc-ZHy4kZ2OJQ/viewform?usp=sf_link Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h