Nozvezh kontadennoù e brezhoneg gant Andrev Seznec

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Sevenadur
Ti ar Vro Kemper Kouviour : Ti ar Vro Kemper
Goût hiroc'h a-zivout Nozvezh kontadennoù e brezhoneg gant Andrev Seznec
05/03/2021 Enlinenn war Facebook Ti ar vro Kemper Da 6eur1/2 noz E brezhoneg Digoust *** Kinnig a reomp deoc'h un nozvezh istorioù a vo lusket gant Andrev Seznec evit Mizvezh ar Brezhoneg. Un eur bennak a gontadennoù evit ho tivskouarn, gant kaoz an Ened, Menez Are, ....dre hentoù Breizh-Izel ha pelloc'h ivez, marteze. Istorioù da glevout, lod farsus, lod krishoc'h a-wechoù. Deuit da selaou anezhañ war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Kemper dre glikañ war ar liamm amañ : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h