Implij ar savenn e penn-kentañ 2021

E penn-kentañ ar blead-mañ, luziet-mat c’hoazh gant ar blegenn yec’hed, e faot deomp degas tri zra d’ho soñj :

  • Moian zo dibab pasabl a zeiziadoù gant un nebeud klikoù. N'eo ket pouezuz goût ken pell en a-raok ma vimp dijabl pe pas kar n'heller ket miriñ netra dre ar lec'hiad, a zo e bal lakaat an dud e darempred, pas muioc'h. D'an implijerion desachet gant ur c'hannig, neuze, da vonet e darempred gant ar c'houviour ha da wiriiñ e vo dijabl da vad an deiz merket. A-bouez eo e vehe kannigoù ha sur eo ne vo ket unan bennak é tibouk bep sizhun e ti ar gouvierion ma lakaont un deiz pe un noz bep sizhun ! Grit neuze, tudoù !
  • N'eo ket rekis boud berped un « digarez » da dolpiñ pe da gouviiñ tud. Brav eo, èl rezon, kouviiñ implijerion arall d'ober un dra asambl, mez razh ar vrezhonegerion a c'hell kannig lojiñ unan bennak, pe degemer da zebriñ. Tud zo a gavo talvoudus a-gaoz ma vint é paseiñ dre ur gêr bennak evit o labour, pe etre daou emgav, pe àr o hent trema ur lec'h arall. Mes tud arall 'vo kontant é tostaat doc'h an aod, lakaomp, evit aveliñ o fenn e-pad un dibenn-sizhun. N'heller ket goût en a-raok pesort abegoù a lakahe tud zo da zonet betek hon ti ; e gwirionez e c'hell bout trawalc'h ar blijadur d'ober anaoudegezh gant brezhonegerion pe lec'hioù nevez.

Er prantad-mañ ema aotreet en em gavet gant tud arall e-kreiz an deiz ha n'eo ket rekis bout un abeg bennak evit monet er-maez. Moian zo profitiñ evit gober taolioù asae d'ar savenn !