Bodad Lenn

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Traoù arall
Kentelioù an Noz Kouviour : Kentelioù an Noz
Goût hiroc'h a-zivout Bodad Lenn
Ar Bodad Lenn a gej ur wech bep miz a-benn komz eus ul levr pe zaou e brezhoneg bet dibabet en a-raok. Ar wech-mañ en em adkavo ar Bodad Lenn tro-dro d'ar Barzaz Breiz (adalek "Loeiza hag Abelard" betek "an tri manac'h ruz") ha da Nenn Jani skrivet gant Roparz Hemon. Ar Bodad Lenn a zo buhezet gant Pierre-Emmanuel Marais, er gKDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek) staliet e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, hag a vo dalc'het d'ar Sadorn 17 a viz Here. Digor eo d'an holl ! Kasit deomp ur postel ma fell deoc'h kemer perzh d'ar Bodad Lenn ! Priz / Prix : Priz an emezeladur d'ar gevredigezh (20€)
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h